Enklaskoù « Splann ! » da selaou - podcast cover

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Splann ! Enklaskpodcast.splann.org

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.

📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».

💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.

✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.

👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.

📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

Last refreshed:
Follow this podcast in the Metacast mobile app to refresh it and see new episodes.
Download Metacast podcast app
Podcasts are better in Metacast mobile app
Don't just listen to podcasts. Learn from them with transcripts, summaries, and chapters for every episode. Skim, search, and bookmark insights. Learn more

Episodes

Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno : Neventioù « Splann ! » Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c'hig-moc'h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn. Doéré arall Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr ar c'hontoù, a resev yalc'hadoù publik a-berzh Kumuniezh-kumunioù Gwitreg. Saotret eo dour an Aber-A...

Jun 30, 202513 minSeason 2Ep. 20

Un trec'h eo evit « Splann ! » enep da Philippe Bizien saver moc'h ba Landunvez ha prezidant Evel'Up hag Inaporc

Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh « Splann ! » gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien . Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet. Kaset en doa ar saver moc’h « Splann ! » dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ». Evit ar produer moc’h eo ul ...

Jun 14, 20253 minSeason 1Ep. 16

Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol ur Betaram mod Breizh

Feulsterioù korf ha revel zo bet ‘ba Lise Itron Varia Kreisker ‘ba Kastel-Pol. C’hoarvezet int dreistholl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 evel ar pezh a oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann ! . Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho evel ar pezh a zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘bar skolaj-lise kristen Kastel ne oa ket ur souezhadenn evitañ… Selaouomp e desteni....

Jun 13, 20252 minSeason 1Ep. 15

Respont a ra Kristen Falc'hon diwar-benn ar prosezerezh justis savet gant penn bras ur lobby moc'h enep « Splann ! »

Nullet eo bet ar c’hlemm gwallvrudañ enep « Splann ! » gant kambr-imbourc’h lez-varn Roazhon ar Gwener 6 a viz Even 2025. Douget eo bet ar c’hlemm-se gant Philippe Bizien, prezidant Evel’Up hag Inaporc . Kaset eo bet Splann ! d’ar lez-varn a gaoz d’ar pennad « Copains comme cochons » a zo bet skrivet gant Kristen Falc’hon a zo kendiazezer media dizalc’h ha Breizhad « Splann ! » ha gant Inès Léraud. Kemeret en deus ar gaoz Kristen Falc’hon ar 7 a viz Even war Ici Breizh Izel diwar-benn diviz al l...

Jun 09, 20254 minSeason 1Ep. 14

Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù. Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto. Dastumet evidoc’h #MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e...

May 13, 202513 minSeason 2Ep. 19

Koust gwirion ar chips Brets : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

Un uzin chipsoù nevez er vro, peadra da flemmañ kuriusted ar media Splann ! . Sur-mat eo anavezet ganeoc’h ar merk chipsoù Bret’s hag ho peus gwelet dija pakadoù an embregerezh war estajerennoù ar gourmac’hadoù. Abaoe 1995 eo staliet al labouradeg da broduiñ chips Alto e kreiz Breizh, e Sant-Jelan. Tost an hanter eus ar chipsoù debret e Frañs a vez produet eno ha gwerzhet gant ar merk Bret’s. Hag a-benn nebeut e vo krouet un uzin nevez er vro. Kement-mañ en deus flemmet kuriusted ar gazetennerez...

May 05, 20253 minSeason 1Ep. 8

Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann ! amañ. Dastumet evidoc’h Lazhet eo bet gant ar bezhin glas… Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas. Setu disoc’h ur c’horfskejadur (une autopsie) a oa bet graet d’ur pemoc’h-gouez kavet marv àr drae...

Apr 01, 202514 minSeason 2Ep. 18

Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez. Dastumet evidoc’h : Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall. Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur...

Mar 05, 202515 minSeason 2Ep. 17

Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh ! Fokus: Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas Dastumet evidoc’h: Tammoù plastek war an traezennoù Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme...

Feb 05, 202514 minSeason 2Ep. 16

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧 Fokus : Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ? Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024. Dastumet evidoc’h : Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehe...

Jan 13, 202513 minSeason 2Ep. 15

War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. Gant France Bleu Breizh Izel eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann...

Dec 31, 20242 minSeason 1Ep. 12

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙 El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys , en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! » . Met penaos ‘ta eo b...

Dec 23, 20244 minSeason 1Ep. 11

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel. Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys. Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! » . Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brez...

Dec 19, 20243 minSeason 1Ep. 10

[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧 Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh. Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded… Piv evit kemer plas ar labourizion ezed-douar o vonet kuit ? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar ...

Dec 12, 202411 minSeason 2Ep. 14

Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal… Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened...

Nov 14, 20242 minSeason 2Ep. 13

Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12

Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war hol lizher kelaouiñ, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh. Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2...

Oct 07, 20243 minSeason 2Ep. 12

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan. Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Eu...

Sep 25, 202414 minSeason 3Ep. 7

Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2

Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud. Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se. Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int mut war ar c’hudennoù-se. Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed tei...

Sep 24, 202417 minSeason 3Ep. 6

Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1

Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an u...

Sep 23, 202419 minSeason 3Ep. 5

[TEASER] Essure : implantoù pistrius e korf ar merc'hed

Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘neus kavet anezhañ. Dizoloit teir lodenn hon enklask dre un abadenn hir savet gant hon media ha skipailh Radio Breizh. Emgav adalek d’al Lun 23 a viz Gwengolo 2024. Kenlabourat a...

Sep 10, 202446 secSeason 3Ep. 4

Lizher-kelaouiñ : liesseurt a-walc'h eo ar mediaoù gouestlet dal labour-douar ? #11

Evel bep miz e vo aet pelloc’h war ur sujed eus lizher-kelaouiñ « Splann ! » hag ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar mediaoù gouestlet d’ar beizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ? N’eo ket abalamour ma vez kalz eus un dra e vez kavet liesseurted. 140 kazetenn gouestlet d’ar beizanted a zo e Frañs ha darn vrasañ anezho a lak war wel un doare labour-douar industriel. Gant Prune Catoire eo bet studiet ar c’hazetennoù-se e-pad he studioù e Sciences Po ...

Sep 10, 20243 minSeason 2Ep. 11

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer

Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant « Splann ! » bremaik . Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n’eo ket bet embannet gant Total pegen fall ’oa saotradur an aer. Kinniget gant Gwenvael Delanoe. Kenlabo...

Sep 07, 20243 minSeason 1Ep. 9

« Pegement e koust un enklask », Kristen Falc'hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

Kristen Falc’hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar ye...

Aug 21, 20241 minSeason 1Ep. 8

Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a wa...

Aug 21, 202455 minSeason 1Ep. 7

« Diaes-kenañ eo staliañ peizanted nevez », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023 evit kinnig an enklask nevez diwar-benn an tachennoù labour-douar. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus ev...

Aug 21, 20243 minSeason 1Ep. 5

« Un toull-bac'h aour eo ar C'hooperl », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed ...

Aug 21, 20243 minSeason 1Ep. 6

« Ur wech er C'hooperl eo diaes-tre mont kuit », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened e 2023. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’...

Aug 21, 202427 minSeason 1Ep. 4

« Reiñ argant da Splann evit ur chazetenniñ pizh ha dizalch », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh d’an 15 a viz a C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al l...

Aug 21, 20242 minSeason 1Ep. 3

« A-wechoù n'eus ket amzer gant kazetennerien ar vro evit furchal », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Joan Bizin war France Bleu Breizh Izel d’an 15 a viz C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradu...

Aug 21, 20242 minSeason 1Ep. 2

« Lañsañ enklaskoù dizalc'h e Breizh », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh

Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh d’an 17 a viz C’hwevrer 2021. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-d...

Aug 21, 20249 minSeason 1Ep. 1
For the best experience, listen in Metacast app for iOS or Android